An hani a garan (исполнитель: Alan Stivell)
An hani a garan, gwechall bihan er gêr, Pa oamp tostik an eil, an eil ouzh egile. Ma ch'alon ne gare, ne gare nemet unan, Pa oan bihan er gêr an hini a garan. An hani a garan, gwezharall ma ch'are, Kanañ a rae pa ganen, pa ouelen e ouele, Hon div galon ne raent, ne raent nemed unan, Pa oan bihan er gêr an hini a garan. An hani a garan, bremañ, he deus ma laosket Aet eo da broioù pell, d'ur vro n'anavezan ket Aet eo d'ar broioù pell, da c'hounit he bara Kollet, kollet eo din an hini a garan. D'an hani a garan, ne ran nemet hirvoudiñ Penaos, ken pell diouti, e ch'ellin-me beviñ? Met petra a lavaran-me ? Turlebaniñ a ran Dre hir soñjal atav en hini a garan. D'an hani a garan, mar kollan-me ma fenn, Evnedigoù ar c'hoad, kanit c'hwi ho kanenn Evned, kanit er c'hoad kanit kenti-kentañ D'an hani a garan, ne ran nemet huanadiñ Huanadiñ noz ha deiz, deiz ha noz hirvoudiñ Rak-se em eus savet ha rak-se e kanan Kanennig ma c'halon d'an hini a garan.